War bont an Naoned

P’edon war bont an Naoned , ge maluron lurette
P’edon war bont an Naoned, maluron lure
An deiz all o kanañ maluron lurette
An deiz all o kanañ maluron lure

Me ‘welas ur verjelenn…
War ar pont o ouelañ…

Petra ‘peus ‘ta plac’h yaouank
Petra ‘ra dit gouelañ ?

Va gwalenn aour, emezi,
Zo kouezhet er mor amañ

Petra ‘roi din, plac’h yaouank,
Me ‘yelo d’he zapañ ?

Hanter-kant skoed, emezi,
Em eus em yalc’h amañ

‘vit ar c’hentañ ploñjadenn
Netra gwelet e oa

‘vit an eilvet ploñjadenn
‘r walenn touchet e oa

‘Vit an drede ploñjadenn
Ar paotr, beuzet e oa.

Zpět na seznam textů