War bont an Naoned

P’edon war bont an Naoned , ge maluron lurette
P’edon war bont an Naoned, maluron lure
An deiz all o kanañ maluron lurette
An deiz all o kanañ maluron lure

Me ‚welas ur verjelenn…
War ar pont o ouelañ…

Petra ‚peus ‚ta plac’h yaouank
Petra ‚ra dit gouelañ ?

Va gwalenn aour, emezi,
Zo kouezhet er mor amañ

Petra ‚roi din, plac’h yaouank,
Me ‚yelo d’he zapañ ?

Hanter-kant skoed, emezi,
Em eus em yalc’h amañ

‚vit ar c’hentañ ploñjadenn
Netra gwelet e oa

‚vit an eilvet ploñjadenn
‚r walenn touchet e oa

‚Vit an drede ploñjadenn
Ar paotr, beuzet e oa.

Zpět na seznam textů