Pe trouz war an douar

Pe trouz war an douar, pe gan a glevan-me?
Na kaer eo ar mouezhioù a zeu eus lein an neñv?
Aeled, lavarit deomp perak ho kanaouenn?
Er bed petra nevez zo erru a laouen?

Kanit ivez ganeomp, kanit, pobl an douar,
ni deu da lâret deoc’h un neventi hep par:
Ur Mabig benniget, Roue Jeruzalem,
a zo ganet ‚vidoc’h e kêr a Vethleem.

Erru eo an termen eus ar profesioù,
o noz mil gwech eürus a dorr hol liammoù!
Kanit gloar hag enor da Jezuz, da Vari,
Deut eo Doue da zen, erru eo ar Mesi

Zpět na seznam textů