An delienn

A bep tu d’al Leger du
Eflennoù hirvoan a-regennad
O sevel uhel en oabl o gwernioù sonn.
Du-mañ du-hont ur wezenn-onn :
Tul gwer o krenañ en aezhenn.
Gorre lor an dour : melezour splann
O tameuc’h an daolenn :
Deñved gwenn iskis en oabl glas
Ha bolz-enor ar gwez bras.
Islonk hag ec’honder troad-ouzh-troad.

Un delienn rous o tiskenn eus an ec’honder.
Un delienn rous o sevel eus an islonk.
Gant an hevelep tizh : gorrek hag a-skij
An hevelep ment o-div, an hevelep liv
A-skij unan goustad o tiskenn
A-skij unan goustad o sevel
War gorre lor an dour e pok an eil d’eben
N’eus mui ’met un delienn
A dalc’h da vont, plaen,
da heul he flanedenn.

Zpět na seznam textů